Emgann Cabo Fisterra (1509)
Ur pennad Emgann Cabo Fisterra zo ivez.
Emgann Cabo Fisterra zo un emgann war vor hag a c'hoarvezas d'an 18 a viz Genver 1509 e pleg-mor Bizkaia, en donvor da aod Galiza.
Mont a eure ul lestraz portugalat, kaset gant ar moraer Duarte Pacheco Pereira, lesanvet an Akiles lusitanian gant ar barzh Luís de Camões, a-benn d'ul lestraz a bevar lestr gall, renet gant Pierre de Mondragon. Ul lestr gall a voe kaset d'ar strad, an tri all a voe tapet, ha Pierre de Mondragon, a rae e reuz e kanol Mozambik hag a-hed aodoù Afrika, diwar-goust al listri spagnol pe portugalat, a varvas en emgann.