Emgann Curalaba
Emgann Curalaba, zo un emgann etre an armeoù spagnol ha Mapouched Patagonia d'an 23 a viz Kerzu 1598, ha gwelet eo evel unan eus ar pennañ taolioù-brezel e Brezel Arauco. Distrujet mik e voe ur golonennad renet gant gouarnour spagnol Chile, Martín Óñez de Loyola, gant an henvroiz renet gant ar pennoù mapouche Pelantrarü, Huaiquimilla hag Anganamön. Da-heul ar faezhidigezh-se ha marv ar gouarnour e voe dilezet meur a gêr ha kreñvlec'h spagnol e su Chile.