Emgann Dürnkrut
Emgann Dürnkrut ha Jedenspeigen (rannvro Marchfeld, en Aostria-Izel) a oa an eil emgann brasañ etre marc'heien en istor Europa. D'ar 26 a viz Eost 1278 e stourmas armeoù Ottokar II Přemysl (6 000 marc'heg ha 24 000 soudard eus e gostez) ha re Rudolf Habsbourg ha László IV Hungaria (4 500 marc'heg, 1 500 gwareger kouman ha 25 000 soudard all gantañ).
Emgann Dürnkrut | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Brastresadenn an emgann | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Bohemia | Aostria Hungaria | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Ottokar II Přemysl† | Rudolf a Habsbourg László IV | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
30.000 | 31.000 | ||||||
Kolloù | |||||||
12.000 | Dianav |
Gant Rudolf ha László ez eas an trec'h, ha lazhet e oa Ottokar pa oa o tec'hout gant ur marc'heg karintian. Lazhet e oa bet 12 000 den en holl.