Emgann Great Swamp pe Lazhadeg Great Swamp a oa bet un emgann drastus e-kerzh King Philip's War etre bezenoù trevadennerien New England hag ar meuriad Narragansett, e miz Kerzu 1675. Nepell diouzh kêriadennoù Kingston ha West Kingston e oa bet stourmet, e Trevadenn Rhode Island ha plantadegoù Providence. Ur bagad kengevreet eus New England a oa savet gant 1000 treevadenner hag ur 150 Pequots, ha deuet e oant a-benn da zrastañ ar meuriad Narragansett. Kantadoù a indianed a oa bet lazhet, gant un niver uhel a vaouezed hag a vugale. Kontet eo an emgann-se da vezañ bet "unan eus ar re feulsañ ha digevatal en istor New England". Abaoe ar bloavezhioù 1930 e ra ar pobloù Narragansett ha Wampanoag ul lid eñvor evit al lazhadeg ; gant ar briñsez Red Wing int awenet.

Emgann Great Swamp
conflict
Rann eusKing Philip's War Kemmañ
Lec'hSouth Kingstown Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°28′7″N 71°35′44″W Kemmañ
Deiziad19 Kzu 1675 Kemmañ
Map