Emgann Hanoi (1946)
Emgann Hanoï | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Kentañ brezel Indez-Sina | |||||||
![]() | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
![]() ![]() | ![]() | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
![]() ![]() | ![]() | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
![]() 6500 soudard | ![]() 2515 soudard | ||||||
Tud lazhet | |||||||
100 soudard gall 45 soudard trevadennel | Dianav, kantadoù |
Emgann Hanoï pe Trận Hà Nội a zo bet an emgann kentañ e-pad Kentañ brezel Indez-Sina. Emgann a oa bet etre nerzhioù difenn kêr Hanoi (re an Unvaniezh C'hall) ha re ar Viet Minh. Nerzhioù reveulzier ar Viet Minh a voe trec'het ha rediet da dec'hout diouzh kêr evit mont da repuiñ e menezioù tost 100 kilometr pelloc'h. Adpaket e voe ar gêr goude 60 devezh emgann ha goude un oberiadur enep-guerilla.
Emgann Hanoi a oa bet un trec'h milourel ha strategiel evit ar C'hallaoued, nerzhioù ar Viet Minh hag ho harperien a voe sabatuet gant ar c'holl. Sklaer e oa deuet da vezañ evit emsaverien Viet Nam ne c'hallent ket trec'hiñ ar C'hallaoued hag ho harperien e-pad emgannoù klasel abalamour d'an diforc'h spontus a armamant a oa etrezo.
Delwenn e koun emgannerien ar Viet Minh e-pad Emgann Hanoi.