Emgann Hanoi (1946)
Emgann Hanoï (vietnameg : Trận Hà Nội) zo bet an emgann kentañ e-kerzh Kentañ brezel Indez-Sina.
Emgann a oa bet etre nerzhioù difenn kêr Hanoi (re an Unvaniezh C'hall) ha re ar Viet Minh. Nerzhioù reveulzier ar Viet Minh a voe trec'het ha rediet da dec'hout diouzh kêr evit mont da repuiñ e menezioù tost 100 kilometr pelloc'h. Adpaket e voe kêr goude 60 devezh emgann ha goude un oberiadur enep-guerilla.
Emgann Hanoï | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Kentañ brezel Indez-Sina | |||||||
Soudard vietnamat gant un arm-emlazh enep-tankoù | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
An Unvaniezh C'hall: Bro-C'hall | Viet Minh | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Louis Morlière Pierre-Louis Débes | Vương Thừa Vũ | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
6500 soudard 7500 trevour | 2515 soudard 8000 soudard da c'hortoz 20 000 milisian | ||||||
Kolloù | |||||||
100 soudard gall 45 soudard trevadennel 200 trevour steuziet pe lazhadeget | Dianav, kantadoù |
Emgann Hanoi a oa bet un trec'h milourel ha strategiel evit ar C'hallaoued ; nerzhioù ar Viet Minh hag o harperien a voe sabatuet gant ar c'holl. Sklaer e oa deuet da vezañ evit emsaverien Viêt Nam ne c'hallent ket trec'hiñ ar C'hallaoued hag o harperien en emgannoù klasel abalamour d'an diforc'h spontus a armamant a oa etrezo.
-
Ar gward yaouankañ er goañv 1946
-
Gwarded Hà Nội e 1946
-
Soudard gant un arm-emlazh enep-tank
-
E koun emgannerien ar Viet Minh e-pad Emgann Hanoi