Emgann Kherson
Emgann Kherson a oa bet stourmet etre nerzhioù lu Rusia ha nerzhioù lu Ukraina. Kroget e oa d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 hag echuet d'an 2 a viz Meurzh 2022, evel ul lodenn eus Brezeliadenn Su Ukraina e-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia.
Kherson e oa bet ar c'hentañ kêr vras, hag ar gêr-benn rannvroel nemeti, da vezañ aloubet gant nerzhioù lu Rusia abaoe penn kentañ o argadenn er su. Eus tu Ukraina e oa bet 300 a dud lazhet d'an nebeutañ, trevourien ha soudarded. Evit Rusia n'eus sifr ebet, met Ukraina a embann e oa bet uhel ar c'holloù.