Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


D'an 30 a viz Ebrel 1379 e voe emgann Marino etre armeoù ar pab ha hini Gallaoued ha Bretoned, a glaske lakaat ur pab nevez, Klemañs VII, war gador sant Pêr.

Kement-se a c'hoarvezas ur pemp lev bennak en hanternoz da Roma, etre Marino ha Grottaferrata, en ul lec'h anvet Traonienn ar re varv.


Pemp eurvezh e padas, ha trec'h e voe Alberico. Lid a voe graet dezhañ pa dostaas ouzh kêr. Dont a reas ar pab diarc'hen d'e arbenn, ha reiñ dezhañ ur pezh banniel gwenn gant ur groaz ruz skrivet warnañ "LI-IT-AB-EXT" (Italia dieubet diouzh ar Varbared).


Heuliadoù

kemmañ