Emgann Medina de Rioseco
Emgann Medina de Rioseco, pe emgann ar Moclín, eo an anv roet d'ur c'hrogad brezel hag a c'hoarvezas d'ar 14 a viz Gouhere 1808 nepell diouzh Medina de Rioseco, hiziv e proviñs Valladolid, e-kerzh Brezel Dizalc'hiezh Spagn.
Emgann Medina de Rioseco
Rann eus | Brezel Dizalc'hted Spagn |
---|---|
Stad | Spagn |
Lec'h | Valladolid |
Daveennoù douaroniel | 41°53′39″N 4°59′37″W |
Deiziad | 14 Gou 1808 |
E penn an arme spagnol e oa daou jeneral : García de la Cuesta ha Joaquín Blake, dirak ar marichal gall Jean-Baptiste Bessières.
Trec'h e voe ar C'hallaoued, ha meneget eo an trec'h-se war bolz-enor Pariz, ma'z eo merket "M. del Rioseco".
Istor
kemmañGoude trec'h an arme c'hall d'an 12 a viz Mezheven en emgann Cabezón ez eas lod eus an arme da gêr Valladolid, dilezet ganti tri devezh war-lerc'h.