Emgann Monte Cassino
Monte Cassino a zo un dachenn emgann, pe un heuliad emgannoù kentoc'h (pevar), e kumun Cassino en Italia e-pad an Eil Brezel Bed, adalek miz Genver 1944 betek miz Mae 1944. Eno en em gannas armeadoù ar Re Unanet ouzh armeadoù Alamagn hag an Italianed a-du ganto, a-benn treuziñ al Linenn Gustav a oa Monte Cassino an alc'hwez pennañ anezhi ha digeriñ hent ar gwalarn a gase da Roma.
emgann Monte Cassino
Rann eus | Italian campaign |
---|---|
Stad | Italia |
Lec'h | Monte Cassino |
Daveennoù douaroniel | 41°29′24″N 13°48′50″E |
Deiziad kregiñ | 17 Gen 1944 |
Deiziad echuiñ | 18 Mae 1944 |
Order of battle | battle of Monte Cassino order of battle January 1944 |
Lennegezh
kemmañGant distruj an abati eo e voe awenet Walter M. Miller, Jr pa skrivas A Canticle for Leibowitz, kaoz ennañ eus buhez menec'h war-lerc'h distruj ar bed. Bombezer e oa en ur c'harr-nij en arme stadunanat eno ha diwar pezh a welas eo e teuas ar c'hoant da skrivañ e romant.