Emgann Monterrey
Emgann Monterrey (saozneg: Battle of Monterrey) a oa bet un emgann etre an 21 hag ar 24 a viz Gwengolo 1846, e-pad ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet. En un tu e oa ar Jeneral Pedro de Ampudia ha lu mec'hikan an norzh hag en tu all arme an alouberien stadunanat, un nerzh savet gant an nerzhioù douarlu, emouestlidi ha Texas Rangers dindan urzhioù ar Jeneral Zachary Taylor.
Ur stourm garv a voe e kêr gant kolloù uhel a bep tu. An emgann a oa echuet gant pep tu o c'houlenn un arsav-brezel daou viz hag an nerzhioù mec'hikan aotreet da gilañ en urzh en eskemm ouzh kodianidigezh kêr.