Emgann Passendale

(Adkaset eus Emgann Passchendaele)

Trede Emgann Ieper (en alamaneg: Dritte Flandernschlacht; e galleg: Troisième Bataille des Flandres; en izelvroeg: Derde Slag om Ieper), anavezet ivez evel Emgann Passendale, a oa un emgann eus ar C'hentañ Brezel-bed, stourmet etre ar Gevredidi hag an Impalaeriezh alaman. An emgann a oa bet stourmet war Talbenn kornôg ar brezel, etre Gouhere ha miz Du 1917, evit mestroniañ ribloù su ha reter kêr velgiat Ieper e kornôg Flandrez. Ul lodenn e oa eus pleustr ar strategiezhoù bet raksoñjet gant ar Gevredidi e-kerzh emvodoù miz Du 1916 ha Mae 1917. Ti-gar Roeselare a oa unan eus hentoù dezougen bouezusañ ar 4e Arme alaman. Ur wech aloubet kribennn Passendale, ar Gevredidi o devoa kendalc'het an dagadenn war-zu al linenn eus Torhout betek Koekelare.

Sell hollek eus an dachenn emgann
Foz-difenn alaman distrujet gant un obuzenn e Messines.

Notennoù kemmañ