Emgann Porzh Arzhur

Emgann Porzh-Arzhur (japaneg: 旅順口海戦, Hepburn : Ryojunkō Kaisen) a c'hoarvezas d'an 8 ha 9 a viz C'hwevrer 1904 a oa bet penn kentañ ar Brezel etre Japan ha Rusia (8 a viz C'hwevrer 1904 - 5 a viz Gwengolo 1905). Kroget e oa gant un dagadenn noz dic'hortoz gant ur skouadrenn listri-distruj eus Bro-Japan a-enep ur flodad rusian neptu eoriet e Porzh-Arzhur, e Manchouria. Goude-se e oa kendalc'het gant ur stourmadenn ar mintin war-lerc'h ha gant stourmadennoù bihan tro-dro Porzh-Arzhur hag a gendalc'has betek Mae 1904.

Skeudenn eus Japan a weler warni distruj listri rusian gant listri eus Bro-Japan e Porzh-Arthur

An dagadenn n'he doa bet disoc'h sklaer ebet met a-benn ar fin e voe gounezet ar brezel gant Japan.