Emgann ar Panaro
Emgann Panaro (pe Modena, pe Castelfranco) a c'hoarvezas en XIXvet kantved e-pad brezel Naplez (1815) war lez ar stêr Panaro, nepell diouzh kêr Modena.
Joachim Murat, Roue Naplez, a zisklêrias ar brezel da Aostria. Bagadoù soudarded aostrian a oa oc'h en em dolpañ e Lombardia. Un armead vihan a 6600 soudard dindan ar jeneral Bianchi e dugelezh Modena a glaskas herzel arme Murat, a oa e penn 40,000 den, hag o kerzhout war-zu an hanternoz, goude staliet e benngarter en Ancona.
D'an 3 a viz Ebrel 1815, e voe trec'h arme roue Naplez, war arme Aostria, dindan Federico Bianchi, a rankas klask repu en hanternoz d'ar Po. Hag aloubet e voe kêrioù brasañ dugelezh Modena (Modena, Reggio nell'Emilia, ha Carpi) gant soudarded Naplez.