Emgleo Sant Iltud a oa ur gevredigezh savet evit embann ha skignañ levrioù brezhonek, er bloavezhioù 1920.

Ur gevredigezh katolik e oa ; renet e voe gant Erwan ar Moal da gentañ ha gant Loeiz an Disez (Jean-François Louis Le Dissès) da c'houde.

LevrioùAozañ

Un toullad levrioù a voe embannet gant Emgleo Sant Iltud. En o zouez e c'haller menegiñ :

  • 1922 : Christo, St Theodot patron en ostizien (Yann-Vari Gwilhoù)
  • 1923 : Nikolazig (lakaet e brezhoneg Leon gant Yann-Vari Perrot diwar ur skrid gwenedek gant Job ar Bayon)
  • 1923 : Salaün ar Foll (lakaet e brezhoneg Leon gant Yann-Vari Perrot diwar ur skrid gwenedek gant Job ar Bayon)
  • 1925 : Lizer an hini maro (Jakez Riou)
  • 1925 : Santez Trifina, pez-c'hoari tennet diouz istor Breiz (Yann-Vari Joanno)
  • 1925 : Yann Landevenneg (Yann-Vari Perrot)
  • 1925 : Ar Chiminaou (Erwan ar Moal)
  • 1926 : Buhez Genovefa a Vraban (Klaoda ar Prad)
  • 1926 : Viktoria Konan a Zant Luk