Emglev alaman-ha-lituaniat
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An Emglev alaman-ha-lituaniat a voe sinet d’an 22 a viz Meurzh 1939 e Berlin (Alamagn) etre Joachim von Ribbentrop, ministr alaman an Aferioù estren ha Juozas Urbšys, ministr lituaniat an Aferioù estren.
Dre an emglev-se e asantas Lituania lezel rannvro Klaipėda da vezañ staget ouzh Alamagn. Plegañ a reas Lituania dirak Alamagn nazi a oa o c'houlenn kaout tolead Klaipėda (anvet ivez tolead Memel) hag a oa bet distaget diouzh Prusia ar Reter goude ar Brezel-bed Kentañ. E-pad meur a vloaz e oa bet bec'h etre Lituania hag Alamagn abalamour d'an douar-se. D'ar 15 a viz Meurzh 1939 e oa bet aloubet Tchekia gant arme Alamagn. Neuze e asantas Lituaniz da c'houlennoù an nazied ha lezel tolead Klaipėda da vont gant Alamagn.
Mammennoù
kemmañ- "Text of the Agreement of Memel", New York Times: 4. 1939-03-23.