Emmanuel Svob (Naoned, 5 Mezheven 1874 - An Oriant, 28 Mae 1946) a voe maer an Oriant dre deir gwech.

Genidik e oa eus Naoned ha dont a reas d'an Oriant da labourat en ur vravigerezh.

Sevel a reas ur gevelouri kerkent ha 1913, ha bodañ a reas tud en-dro dezhañ evit sevel an Union Coopérative Lorientaise. E penn ar gevelouri-se e voe e-pad ur pennad.
E 1919 e voe dilennet er c'huzul-kêr ; goude bezañ kuzulier en tu-enep e teuas da vezañ maer e miz Mae 1925. Koll a reas e garg e 1929, met adkavout a reas anezhi e miz Mae 1935. D'ar 1añ a viz Ebrel 1941 e roas e zilez, dre ma ne felle ket dezhañ touiñ fealded d'ar marichal Philippe Pétain ha da renad Vichy.

Maer e voe adarre eus ar 1añ a viz Gwengolo 1944 da viz Ebrel 1946. D'ar mare-se ivez e oa kuzulier e kanton an Oriant-Kreiz. Reiñ a reas e zilez eus e gargoù e 1946 peogwir e oa klañv-bras ha mervel a reas miz war-lerc'h.

Ur merour mat e voe, ha dindan e ren evel maer e voe kaset meur a dra war-raok en Oriant : lakaat a reas prenañ maner Soe e Plañvour gant ar gumun evit degemer bugale skolioù an Oriant en o amzer vak, hag e 1936 e voe digoret un herberc'h yaouankiz er maner-se ; lakaat a reas sevel gar ar c'hirri-boutin er vali Chazelles. Da vare e respetad kentañ, e 1927, e voe digoret porzh-pesketa Keroman.

Liammoù diavaez

kemmañ