Emmanuelle Cosse, bet ganet d'ar 15 a viz Du 1974 e Pariz, a zo ur gazetennerez hag ur bolitikourez c'hall.

Emmanuelle Cosse

E-pad bloavezhioù he doa stourmet Emmanuelle Cosse e-barzh kevredigezhioù a-enep ar SIDA hag evit gwirioù ar merc'hed.

Sekretourez-veur ar strollad EELV - Ar Re C'hlas eo bet abaoe an 30 a viz Du 2014 betek an 11 a viz C'hwevrer 2016, pa zeuas da vezañ ministrez al lojeiz (C'hwevrer 2016 - Mae 2017). Emezelañ a reas neuze er Strollad Ekologour.