Emmen (Izelvroioù)

Emmen
Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Banniel Emmen vlag.svg
Skoed Coat of arms of Emmen.svg
Lec’hiadur Emmen e proviñs Drenthe hag en Izelvroioù Map - NL - Municipality code 0114 (2009).svg
Proviñs Drenthe Drenthe
Kod post 7760-7769, 7800-7839, 7844, 7880-7899
Maer Cees Bijl (PvdA)
Gorread 346,29 km²
douar 337,48 km²
dour 8,81 km2
Hed 52° 47' .." Reter
Led 6° 53' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs 109 521 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad Bevolkingspiramide 2008 - CBS gemeentecode 0114.svg (01.2009)
Stankter 325 ann./km²
Lec'hienn ar gumun www.emmen.nl

Emmen (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Drenthe en Izelvroioù. Eil kêr bobletañ Drenthe eo Emmen, hag una eus re vrasañ an Izelvroioù a-fet ment. War-bouez Emmercompascuum, Klazienaveen, Nieuw-Amsterdam ha Schoonebeek ez eo bihan a-walc'h ar c'hêriadennoù all a ya d'ober kumun Emmen.

IstorAozañ

Kreskiñ a reas Emmen goude an Eil Brezel-bed. Bannlevioù a voe aozet tro-dro da greizkêr Emmen : Emmermeer en norzh, ha goude-se Angelslo (ur gêriadenn gozh gant ar memes anv a voe distrujet), Emmerhout, Bargeres, Rietlanden ha Parc Sandur. N'eus ket pell zo eo bet savet ar bannlev diwezhañ anvet Delftlanden.

ArmerzhAozañ

Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez eo zoo Emmen (Dierenpark Emmen) embregerzh pouezusañ Emmen. Savet e voe er bloavezhioù 1930 ha nevesaet er bloavezhioù 1970. Ouzhpenn 1 milion 5 a dud a zeu d'e weladenniñ bep bloaz. Embregerezhioù all a zo ivez evel Teijin Aramid, DSM Engineering Plastics, Wellman Diolen Industrial Fibers. Kalz tiez-gwer a zo ivez e Klazienaveen-Erica. Rann topografiezh an Izelvroioù a zo staliet en Emmen.

 
Ti Vincent van Gogh e Nieuw-Amsterdam

Dasparzh ar boblañs er gumunAozañ

Sifroù miz Genver 2007:

Anv
Emmen 57.010
Klazienaveen 11.919
Emmer-Compascuum 8.130
Nieuw-Amsterdam/Veenoord 7.140
Schoonebeek 4.997
Erica 4.885
Nieuw-Weerdinge 3.608
Zwartemeer 3.123
Nieuw-Dordrecht 2.099
Barger-Compascuum 2.025
Weiteveen 1.745
Nieuw-Schoonebeek 1.327
Roswinkel 825

Ar c'hêriadenn da-heul a ya ivez d'ober kumun Emmen : Amsterdamscheveld, Angelslo, Barger-Erfscheidenveen, Bargeres, Bargermeer, Barger-Oosterveen, Barger-Oosterveld, Delftlanden, De Peel, Emmer-Erfscheidenveen, Emmerhout, Emmermeer, Emmerschans, Ermerveen, Foxel, Klazienaveen-Noord, Koelveen, Middendorp, Munsterscheveld, Noordbarge, Oostersebos, Oranjedorp, Parc Sandur, Rietlanden, Schutwijk, Weerdinge, Westenesch, Westersebos, Wilhelmsoord, Zandpol ha Zuidbarge.

Kuzul-kêrAozañ

E kuzul-kêr kumun Emmen ez eus 39 dileuriad :

TransportoùAozañ

Daou di-gar (Emmen hag Emmen Bargeres) a zo da vont da Zwolle ha bagoù da vont da Coevorden dre Nieuw-Amsterdam, Hoogeveen hag Almelo.


Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.