Emsavadeg Lahij a oa bet ur guerilla padet eus ar 27 a viz Meurzh betek ar 4 a viz Eost 2015, gant izili ar meuriad leal da Abdrabbuh Mansur Hadi a-enep ar re Houthi hag unvezioù lu Yemen leal da Ali Abdullah Saleh, a oa mestr war an darn vrasañ eus gouarnelezh Lahij e Yemen. E fin miz Gouhere 2015, an nerzhioù lu a-du gant Hadi a oa kroget gant un argadenn evit adpakañ bazenn an nijlu en Al Anad hag ar peurrest eus gouarnelezh Lahij. D'ar 4 a viz Eost, ar re a-du gant Hadi o devoa adkemeret tiriad gouarnelezh Lahij en he fezh.

Gouarnamant Lahij e Yemen

An emsavadeg kemmañ

  • D'an 3 a viz Eost, an nerzhioù a-du gant Hadi a aloube bazenn nijlu Al Anad diouzh ar rebeled Houti goude ur seziz 15 devezh.
  • D'ar 4 a viz Eost, an nerzhioù lu a-du gant Hadi o devoa adkemeret gouarnelezh Lahij diouzh ar re Houthi hag harperien Saleh.