Emsavadeg pobl 2017 e Venezuela

Emsavadeg pobl 2017 e Venezuela zo un heuliad manifestadegoù a-enep ar gouarnamant dre Venezuela a-bezh. Krog e oa an emsavadegoù pobl e miz Genver 2017 goude ma voe harzet pennoù eus an enebiezh politikel er vro. Ouzhpenn se e oa bet roet lamm d'an eskemmoù etre gouarnamant Nicolás Maduro hag e eneberien politikel ha sokial.

Lec'h koun d'ar vanifesterien lazhet gant kroazioù bihan dezho liv banniel ar vro
E fin ar bloavezh 2015, Venezueliz rediet gant ar baouentrez da zebriñ lastez.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gant an amzer o redek e yeas war-gresk ar chikan. Kroget e oa a-benn neuze ur stourm bonreizhel e fin miz Meurzh pa voe gwelet an Tribunal Supremo de Justicia, lez-varn uhelañ ar vro (a-du krenn gant Maduro), o tivodañ ar vodadeg vroadel. Kreñvoc'h-kreñvañ e savas an eneberezh ouzh ar gouarnamant hag e harperien goude an taol-se.
E miz Ebrel e yeas ar manifestadegoù war-du un eneberezh stourm. Ouzhpenn an enkadenn bolitikel e kreske un enkadenn ekonomikel zrastus a awenas kantadoù a vilieroù a Venezueliz da ziskenn er straedoù evit goulenn ma vije graet un dra bennak gant ar gouarnamant ha goude-se ma vije aozet dilennadegoù nevez.

E fin miz Even 2017 e oa bet 91 den lazhet, e-tro 15 000 gloazet ha 3 132 den harzet ha toullbac'het.

Kenarroud kemmañ

Goude marv ar prezidant Hugo Chávez, Venezuela a voe hejet gant meur a enkadenn sokial hag ekonomikel. Nicolás Maduro ne oa ket deuet a-benn da adreizhañ ekonomiezh ar vro hag a gendalc'has gant selloù e ziagentour. Stad Venezuela a yeas war fallaat, an ekonomiezh diazezet a galz war an aour-du a zo bet drastet dre ma 'z eo diskennet priz ar barilhoù. Manifestadegoù hag emsavioù sokial lies a voe aozet gant ar bobl hervez grevusted ar mankoù hag hervez an aon a oa gant ar vanifesterien e-tal an nerzhioù surentez venezueliat.