Implijet e vez an termen yezhoniel endoforiezh (saoz.: endophora) evit komz eus elfennoù enyezhoniel, da lavaret eo elfennoù hag a ra dave da elfennoù all en hevelep skrid (dre gomz pe dre skrid) ; da skouer :

"Deuet e oa Yannig. eo mab ar maer".

Amañ ec'h eo un daveenn enyezhoniel rak dave a ra d'un elfenn bet menneget dija er skrid, Yannig.

Er frazenn amañ da-heul hepmuiken avat e talvezfe ar memes termen da zaveenn ezyezhoniel dre ma ra dave d'un elfenn a zo er-maez eus ar skrid :

" eo mab ar maer."

Da lavaret eo, er frazenn gentañ e ouzer eus piv emeur o komz pa vez implijet ar raganv met en eil frazenn ne c'heller ket gouzout eus piv resis ez eus komz gant implij an hevelep termen.

Tri doare endoforiezh disheñvel zo : kataforiezh, anaforiezh hag emdaveoriezh.

Gwelet ivez

kemmañ