Energiezh an heol
Energiezh an heol a zo energiezh degaset gant al lodenn eus ar skinoù heol a zegas energiezh termek ha gouloù betek gorre an douar, goude bezañ bet silet gant atmosferenn an douar.
An doare pennañ da broduiñ tredan gant an heol eo ar panelloù fotovoltaek. Energiezh an heol zo un energiezh nevezadus hag a c'heller implijout dizehan hep saotrañ an Natur tro-dro. An energiezh nevezadus ar muiañ implijet eo : en ur ober bloaz e vez bevezet gant ar blanedenn dek miliard a donennoù kevatal petrol (Tonnes équivalent pétrole (Tep)), da lâret eo 3% eus ar pezh a vez profet deomp gant an heol bemdez. An energiezh-mañ a vo nevezadus ken ma vo an heol o lugerniñ, da lâret eo war-dro 4,5 miliard a vloavezhioù. Un tu mat eus energiezh an heol ivez eo n'eus banne dioksidenn garbon (CO2) ebet dilaosket en aergelc'h. Meur a implij a vez eus an tredan produet gant an heol, da skouer ez eus tu d'en em dommañ, pe c'hoazh lakaat an tredan en ti evit espern arc'hant pe traoù all ivez.