Atoll Bikini

(Adkaset eus Enez Bikini)

Atoll Bikini, Pikinni e marchalleg, zo un atoll didud eus ar Meurvor Habask hag unan eus Inizi Marshall; kement ha "kokozenneg" e talvez an anv.
Ur regennad 36 enezenn en-dro d'ul loc'h zo anezhañ, ha Bikini eo anv an hini vrasañ en o zouez. Eneu, Nam hag Enidrik eo anv an enezennoù pennañ all. Implijet eo bet gant Stadoù-Unanet Amerika evit lakaat da darzhañ ouzhpenn 20 bombezenn, koulz dre hidrogen ha nukleel, etre miz Gouhere 1946 ha 1958. E dibenn ar bloavezhioù 1960 e oa krog darn eus an annezidi gozh da zistreiñ eus Enez Kili, met ret e voe ober dezho mont kuit, ken kreñv e oa ar skinoberiusted.
Abaoe an 3 a viz Eost 2010 emañ atoll Bikini war roll Glad bedel an UNESCO[1].

Atoll Bikini gwelet eus an oabl, gant Enez-Vikini, diskouezet gant ar c'harrez ruz, ma veze lakaet ar bombezennoù nukleel da darzhañ.

D'ar 7 a viz Meurzh 1946 e oa bet kaset poblañs an enez kuit da atoll Rongerik kent ma vije graet 67 taol-arnod nukleel, 23 anezho o vezañ tarzhadennoù bombez A ha bombez H, etre 1946 ha 1958. Teir enezenn a vo distrujet-mik evel-se.

Kavout Bikini

kemmañ

Emañ Bikini e norzh-gwalarn Inizi Marshall.

 
Kartenn Inizi Marshall ma weler Bikini ouzh krec'h a-gleizik.


Bikini hiriv

kemmañ

Gwelout ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ