Enez Hawai‘i
Enez Hawai‘i (saozneg: Island of Hawai‘i pe Hawai‘i Island[1]; hawaieg: Hawai‘i) eo enezenn vrasañ inizi Hawaii hag an hini ar pellañ er gevred. Diwar hec'h anv eo bet anvet an enezeg a-bezh. Evit disheñvelout anezhi gwelloc'h diouzh an enezeg a-bezh e vez graet anezhi The Big Island (an enez vras) ivez. 10 432 km² eo he gorread ha 185 079 a dud a oa o vevañ enni e 2010. Hilo eo ar pennlec'h. En enez-mañ emañ ar Mauna Kea, menez brasañ ar bed ma vije muzuliet adalek foñs ar mor.
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
Hawaii / Hawai‘i | ||
---|---|---|
Inizi bras: Hawaii | Kahoolawe | Kauai | Lanai | Maui | Molokai | Niihau | Oahu | ||
Inizi ar gwalarn: Kānemilohaʻi | Pūhāhonu | Kaula | Mokupāpapa | Kauō | Papaāpoho | Nalukākala | Mokumanamana | Moku Manu | Holoikauaua | Midway* (Pihemanu) | ||
*N'eo ket enframmet atoll Midway e Stad Hawaii. |