Enez Nootka
Ur pennad Nootka zo ivez.
Enez Nootka (pe Nutca pe Nutka, en saozneg Nootka Island) zo un enezenn vihan nepell diouzh aod mervent Enez Vancouver, e proviñs British Columbia, e Kanada.
534 km² zo dindani, ha rannet eo diouzh Enez Vancouver gant strizh-mor Nootka (Nootka Sound e saozneg)..
Dont a ra anv an enez eus hini ur meuriad deuet eus enez Vancouver, anavezet evel Nutca. Er bloavezhioù 1980, e kemeras henvroiz an tolead an anv Nuu-chah-nulth.