Enez Pinta
Enez Pinta pe Isla Pinta e spagnoleg (pe Pinta Island, pe Abingdon e saozneg), zo un enezenn didud er Meurvor Habask hag unan eus inizi Galápagos, en Ecuador.
An anv
kemmañDont a ra an anv eus al lestr La Pinta, unan eus an tri a oa gant Kristof Kolomb en e veaj kentañ. Met ne oa ket deuet ar moraer brudet betek ar Meurvor Habask gwech ebet.
An enez
kemmañUr menez-tan zo, 777 m dezhañ. Geot sec'h zo ha baoted bras-bras. Eno e oa George Digenvez o chom, marvet d'ar 24 a viz Mezheven 2012, a oa bet kredet d'an ampoent e oa ar vaot zu diwezhañ.