Enez Santez-Anna

Enez Santez-Anna (Île Sainte-Anne e galleg) a oa un enezenn el Liger, e kêr Naoned. Staget e voe ouzh Enez Prad an Dug e deroù an XXvet kantved. Hiziv eo stag an div enezenn ouzh Enez Naoned.