Enez Taiwan
Taiwan (臺灣 e sinaeg, pe aliesoc'h 台灣; en doare eeun 台湾; pinyin: Táiwān) a zo un enezenn lec'hiet er gevred da Sina gevandirel, er su da Japan, hag en norzh d'ar Filipinez, Graet e vez ivez alies Taiwan eus an tiriadoù e dalc'h Republik Sina a zo dindan he beli Taiwan hag ivez inizigoù ha enezegi a bep seurt: Penghu (pe inizi Pescadores), Jinmen ha Matsu.
E yezhoù ar c'hornaoueg ez eus bet graet e-pad pell gant stummoù deuet diwar an anv bet roet gant ar Bortugaliz (Illha Formosa, enez kaer) er XVIvet kantved, eleze Formoza e brezhoneg[1]. N'eo ket aet da get an implij-se c'hoazh met war nebeutaat emañ.
Evit ar stad, mont da welet Republik Taiwan.
Istor
kemmañ- Mae 1874 : aloubet e voe an enezenn gant Japan.
- Du 1874: tennet e voe e nerzhioù milourel gant Japan[2].
Brezel etre Sina ha Bro-C'hall
kemmañ- Dilestrañ a reas ar C'hallaoued e Norzh an enezenn d'ar 5 a viz Eost 1884 met rankout a rejont ambarkiñ en-dro an deiz war-lerc'h. Distreiñ a rejont ha kemeret e voe porzh Keelung gante d'ar 1añ a viz Here met ne c’helljont ket mont pelloc’h. Echuet e voe ar c’hampagn e miz Ebrel 1885.
Aloubadeg 1895
kemmañ- Mae-Here : aloubet e voe Taiwan gant Japan en-dro. Gant Feur-emglev Shimonoseki e voe roet an enezenn da Japan [3].
Notennoù
kemmañ- ↑ Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 1993, p. 293
- ↑ (en)J. W. Davidson, The Island of Formosa, Past and Present, Londres, 1903
- ↑ (en)Dong Wang, China's Unequal Treaties : Narrating National History, Lanham (Md.), Lexington Books, 2005, 179 p.