Enezeg Chiloé
Enezeg Chiloé zo un enezeg e su Chile, entre al ledredoù 41º ha 43º, stag ouzh kumun Chiloé, e Proviñs Chiloé, e Rannvro Los Lagos, evit ar pep muiañ.
Inizi
kemmañUn enezenn vras eo Enez Chiloé, hag ur bern inizi bihan en-dro dezhi. An enezeg a zo 9181 km² anezhi, ha 168 185 a dud er bloaz 2017[1].
N'eo ket stag an holl inizi ouzh proviñs Chiloé, rak an inizi Desertores zo e proviñs Palena, hag enez Doña Sebastiana, zo e Proviñs Llanquihue), en rannvro Los Lagos.
Dek kumun zo en enezeg: Ancud, Castro, Chonchi, Curaco de Vélez, Dalcahue, Puqueldón, Queilén, Quellón, Quemchi ha Quinchao.<ref>Patrom:Cita web</ref.>
An anv
kemmañDont a ra an anv Chiloé eus ar ger Chilhué, furm spagnolek an anv chillwe, ur ger mapudungunek hag a dalv kement ha 'lec'h ar skreved' (Chroicocephalus maculipennis), evnedgwenn, du o fenn, stank en aodoù an enezeg.
Istor
kemmañKentañ alouberien spagnol a daolas troad en inizi en 1567 a anvas anezho «Nueva Galicia» dre ma kavent heñvelik an aodoù ouzh re Galiza, hag a oa bro c'henidik gouarnour Chile, Rodrigo de Quiroga.