Inizi ar Gevredigezh
Kartenn eus Inizi ar Gevredigezh
Raiatea

Inizi ar Gevredigezh (Archipel de la Société e galleg; Te fenua Tōtaiete mā e tahitieg) zo un enezeg eus Polinezia c'hall, er Meurvor Habask. Rannet eo an enezeg etre an Inizi Dindan an Avel hag an Inizi en Avel.

An IniziAozañ

An Inizi en AvelAozañ

An Inizi Dindan an AvelAozañ

 
An Inizi dindan an avel

IstorAozañ

 
Kartenn en 1769

Gant James Cook e voe diskoachet an inizi en 1769 ha dizoloet Tahiti hag an inizi tro-war-dro. Anvet e voent « Society Islands », a greder, abalamour d'ar Royal Society, he devoa arc'hantet e veaj. Koulskoude e voe skrivet gant James Cook e-unan en e zeizlevr en devoa anvet anezho Kevredigezh abalamour ma'z int tost-tost an eil ouzh eben ("as they lay contiguous to one another").