Engiadina

(Adkaset eus Engadin)

Engiadina pe Engadin (Engiadina e romañcheg, Engadin en alamaneg, Engadina en italianeg, Engadine e galleg ; un anv a dalvez kement ha liorzh an Inn) zo un draoñienn hir en Alpoù Suis, e kanton Grischun, e reter ar vro. En em astenn a ra a-hed ar stêr Inn, war ur c'hant kilometr bennak, adalek an eien, e-kichen an ode anvet Pass del Malögia (Maloja Pass), betek harzoù Aostria, en ardraoñ. A bep tu d'an draoñienn ez eus menezioù uhel-mat ha brudet eo ar c'horn-bro abalamour d'e gened ha d'an amzer heoliet.

Lennoù en Engiadina uhelañ ha kêr Sankt Moritz/San Murezzan

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.