Enklask war folklor sonerezhel Breizh-Izel e 1939

Enklask war folklor sonerezhel e Breizh-Izel e 1939 ar Mirdi broadel an arzoù hag an hengounioù poblek e Pariz (Musée national des arts et traditions populaires, MNATP) oa an enklask sonerezh kentañ er mirdi. Dalc’het e oa daou vloazez goude bezañ savet ar mirdi.

Daou glasker en doa savet an enklask-mañ. Claudie Marcel-Dubois, ganet e 1915, oa renerez departament "Sonerezh" e MNATP. Sonerez-piano e oa. Ur diplom he doa tapet deus ar Conservatoire supérieur de Paris. An abad François Falc'hun, ganet e 1909 er Vourc'h-Wenn, en doa tapet un diplom yezhonour deus an Institut de Phonétique de Paris. Jeannine Auboyer, diplomet deus an École du Louvre doa kemeret perzh en enklask evit sikour anezhi war an dachenn teknikel.

Deus Surzur e Bro-Wened betek Plozevet hag Scrignac e Bro-Gerne, adalek ar 15 a viz gouere betek ar 26 a viz Eost, o doa enrolet kanaouennoù ouzhpenn, 198 en holl, hag 11 ton biniou-bombard hag akordeon, sonet gant 127 kelaouerien. 437 skeudenn oa tennet gant Jeannine Auboyer, diwar an dud met diwar draoù all ivez (maezadoù, tiez ha feurmoù, meurbligoù, gwiskamanchoù…).

J. Danvic ha N. Le Mouillour

Holl ar ganaouennoù zo e brezhoneg. Claudie Marcel-Dubois doa graet ar diskrivadennoù sonerezhel, hag François Falc’hun ar diskrivadennoù e brezhonneg, gant ar lizherenneg fonetik.

An diskrivadennoù zo prizius-tre peogwir ne oant ket miret mad ar pladennoù e-pad ar brezel. Kuzhet e oant en ur c'hastel evit tec'hel rak pombardament an arme alaman e-pad kazimant daou bloavez hag ar gorre oa distrujet abalamour da c'hlebor ar c'hastel.

Evit an dañs e oa ret sevel filmoù gant Jeannine Auboyer. Ar filmoù zo e gwenn ha du ha mud, met enrolladennoù oa savet diwar an dañsoù kazimant e memes koulz.

Skrivet e oa o resit beajiñ gant Jeannine Auboyer war ur c'haierig skol. Prisius kenañ eo peogwir he doa skrivet e-tal en destenn ar fotoioù, ar filmoù hag an enrolladennoù a glot ganti er mare e oant frammet.

Dleout a rafent chom pelloc'h, met d'ar 26 a viz Eost Claudie Marcel-Dubois doa resevet un telegramm kaset eus Pariz gant Georges Henri Rivière, renner ar mirdi. Ret e oa dezhi distreiñ : ar mobilizañ a oa. Distroet e oa gant Jeannine Auboyer tra ma François Falc’hun e oa aet en-dro d'Ar Vourc'h-Wenn en e familh.

Goude bezañ distro e Pariz en doa divizet Rivière lakaat er goudor an dastum e-giz e oa lavaret hueloc’h.

Daou bloavezh goude-se o doa lakaet Claudie Marcel-Dubois ha François Falc’hun anezhañ da zistreiñ da Bariz hag kroget oant bet da labourat.

Claudie Marcel-Dubois doa labouret war he diskrivadennoù a oa bet skrivet war ar prim war al lec'h gant ur c'haner pe ur ganerez bennak. Selaouet a rae ar pladennoù kement a dro e oa ret. Difazhiet he doa he diskrivadennoù hag adkrivet he doa anezho a-feson. Labouret en doa François Falc’hun en-dro ivez war e notadurioù fonetik ha kroget oa da ziskrivañ anezho en ur skrivadur reizh. Troet en doa ivez ar c'hanaouennoù. Raktreset o doa embann ul levr a dlefe ober 800 pajenn. Ne oa ket graet ganto benn ar fin, met deg bloaz ha tri-ugent goude. Ul levr gant un DVD oa embannet e 2009 gant ar CTHS hag Dastum.

Un dra a zo dedenus ha ral : miret o doa an holl zielloù liammet gant an dastum. Da lavaret eo al lizhiri, an danevelloù, an teuliadoù… ar pezh a vez graet MBB 39 anezho e mirdi. E 2012, un lec'hienn Internet oa savet da ginnig an holl. An orin dielloù a zo miret er Archives Nationales e Pariz (Archives du MNATP, fonds du dép. d’ethnomusicologie) hag en Levraoueg Yves Le Gallo e Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) e Brest (fonds François Falc'hun).

Liammoù kemmañ