Enna
kumun italian
Enna zo ur gêr hag ur gumun e-kreiz Sikilia, war un dorgenn uhel dreist ar maezioù tro-dro, e 931 metr uhelder. Kêr-benn Proviñs Enna eo. E 2016 e oa 27 989 a dud o chom enni.
En Henamzer e oa anvet Ἔννα gant ar C'hresianed, Henna gant ar Romaned. Diwezhatoc'h e voe anvet Castrogiovanni en italianeg pe Castrugiuvanni e sikilianeg. E 1926 e voe kemmet an anv ofisiel eus Castrogiovanni da Enna.
En Enna ez eus ur skol-veur, unan eus ar peder skol-veur a zo e Sikilia.