Enzo G. Castellari
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Enzo Girolami pe Enzo G. Castellari, pe Enzo Rowland, pe c'hoazh Stephen Andrews a zo ur filmsavour ganet e Roma d'ar 28 a viz Gouere 1938. Enzo G.Castellari a zo mab ur filmsavour anvet Marino Girolami. Implijout a reas anv e vamm evit kaout un tamm pellder a-benn ma vefe gwelet e filmoù gant ur sell disheñvel diouzh re e dad. Leuskel a reas memestra ar «G» evit diskouez eo mab Marino Girolami. Er familh-se ez int desachet mat gant ar sevel, ar c'hoari pe deknikouriezh e bed ar filmoù. C'hoari a reas eñ e film e dad pa e oa 5 bloaz. E niz a voe teknikour gant e dad pe c'hoazh e eontr. C'hoari a reas eñ e film e dad pa e oa 5 bloaz.
E vuhez
kemmañEnzo ... a savas un 30 film bennak hag a implijas luskadn filmoù italian an 30 bloavezh tremenet nemet ar stil «Gor», da lavaret eo e heul an doare film resis implijet en Italia en amzer ma vez savet gantañ e film. Implijout a reas Enzo un doare da filmañ hag a zo kaer dezhañ setu penaos eo bet anavezet e bed ar film dre ar goregezhenn un doare da filmañ en ur implij 3 c'hamera hag a film gant 3 lusk disheñvel ar memes-tra Disheñvel e oa ivez dre an nebeud a vudjed hag a veze implijet gantañ evit ober e filmoù. Er bloavezhioù 1960-1970 e reas kentoc'h western ha filmoù polis met da c'houde war-dro ar bloavezhioù 1980 e reas kentoc'h filmoù lavaret “heuliadennoù z” (da lavaret eo filmoù hag a vez graet gant nebeut a arc'hant gant efedoù aes hag aktourien n'o deus ket ur c'hoari eus ar re gentañ).
Enzo G. Castellari a grogas da sevel filmoù e 1968, kregiñ a reas e vicher dre sevel western, doare Italia, evel “Django porte sa croix” e 1968 ha Keoma e 1976. An daou film-se a voe gwelet evel e ziv bennoberenn. Er fim “Simbad” e reas eñ heuliadennoù Floridian er skinwel.
E-pad e vuhez e reas filmoù dreist-holl gant an aktor anvet Franco Nero hag a vez gwelet e tost holl e filmoù pe c'hoazh e vreur hag e c'hoar.
Castellari na voe ket gwelet mat gant bed ar sinema italian hag european met bez e oa tud evel Quentin Tarantino, Sam Raimi ha tud Amerika dreist-holl hag a blije dezho an doare d'ober hag a oa gantañ.
Castellari a reas da c'houde filmoù polis feuls a-walc'h hag a zae a-enep an doare d'ober italian ur wech c'hoazh. Filmoù evel “le temoin à abattre” gant Franco Nero (unan eus e aktourien garetañ) pe c'hoazh gant “Street law” gant Barbara Bach (unan eus merc'hed James Bond). Er bloavezhioù 1970 en doe un nebeud kudennoù dre ar feulster hag a vez gwelet e-barzh e filmoù. An doare-se, da welet an dud da en em gannañ etrezo a vo adkavet alies a-walc'h e filmoù amerikan ar bloavezhioù 1980. Da c'houde, gant skoazell ar filmsavour anvet Fabrizio de Angelis, Castellari a reas filmoù ma adkemer filmoù anavezet evel “Jaws” hag a vo anvet “mort au large”, ober a reas ivez filmoù post-apokaliptek evel “les guerrier du bronx 1 ha 2” gant ur budjed a 500 000 dollar. E fin ar bloavezhioù 1980, Castellari az eas goude un tamm tro e Hollywood ha goude e perzh e-barzh “Simbad” da labourat er skinwel. Sevel a reas en heuliadennoù floridian hag italian.