Epiacum
Epiacum a oa ur c'hreñvlec'h roman e hanternoz Enez Vreizh. Dismantroù anezhañ a weler c'hoazh e Whitley Castle, e-kichen Alston (Cumbria). Savet e voe ar c'hreñvlec'h e deroù an Eil kantved, distrujet hag adsavet e voe un tamm war-dro ar bloavezh 200.
-
Fozioù difenn Epiacum
An anv
kemmañMeneg zo eus ar c'hreñvlec'h roman e :
Gallout a rafe an anv-se dont eus an anv den *Eppius / *Aeppius / *Aeppia; pe eus ar ger *epos (= marc'h)[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ A.L.F RIVET & Colin SMITH : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982. p. 360