Eporedoriks (Eporedorix e latin) a oa ur penn-brezel galian, eus pobl an Aedui, ar bobl binvidikañ e Galia a-raok Brezel Galia, kaset gant ar jeneral roman Julius Caesar.

Emgann Alesia kemmañ

Pa grogas seziz Alesia gant Caesar en em vodas pennoù bras ar pobloù galian, ha divizout a rejont kas un arme da harpañ emsavadeg Verkingetoriks, ha honnezh a oa renet gant Eporedoriks, Viridomaros, Commio eus an Atrebated, ha Vercassivellaunos an Arvern. Hervez Caesar edont e penn 8 000 brezelour war varc'h ha 140 000 war droad. Hogen diwar neuze e voe kollet roud eus Eporedoriks ha Viridomaros.

Goude faezhidigezh Verkingetoriks e Bibracte, e voe lakaet o c'hêr-benn en Augustodunum.