An Erge-Vras
kumun Penn-ar-Bed
(Adkaset eus Erge-Vras)
An Erge-Vras | ||
---|---|---|
![]() Chapel Kerzevod | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ergué-Gabéric | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Kanton Kemper-2 (betek 2015) Fouenant (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29051 | |
Kod post | 29500 | |
Maer Amzer gefridi | Hervé Herry 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemper Breizh ar C'hornôg | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | https://www.ergue-gaberic.bzh/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 8 484 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 213 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 63 m bihanañ 4 m — brasañ 140 m | |
Gorread | 39,87 km² | |
kemmañ ![]() |
An Erge-Vras (e galleg Ergué-Gabéric) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Penn-ar-Bed, sko ouzh Kêr-Gemper.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Ergue Gaboric, 1325; Ergue Gaburic, 1327; Ergue Cabiric, c. 1330; Ergue Cabric, 1426; Ergue Gaberic, 1535; Ergue Gabellic, 1574[2]
Gerdarzh
- Erge ː diouzh arkae = kae-difenn (gwelout ivez Erge-ar-Mor)
- Gaberic ː diwar un anv den Cabeur
ArdamezioùAozañ
En gul e groaz krouget en argant, ur groazigann ivez en argant ouzh pep konk (kroaz Jerusalem), e gab dentek en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel Sturienn ː Ne zeuz pesq heb ha zrean
Aozer ː Bernard Le Brun. Degemeret gant ar Prefeti d'an 3 a viz Gwengolo 1980[3]
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Yven, person, ha Baudri, kure[4].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 132 waz eus ar gumun, d.le. 4,35% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[5].
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 4 a viz Mezheven 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- Al live 2 oa bet roet d'ar gummun.
DeskadurezhAozañ
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2002.
- E distro-skol 2022 e oa 147 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[6].
BugaligoùAozañ
- Al Liezdegemer "Les Petits Lutins" a ro un tañva eus ar brezhoneg d'ar vugale vihan.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant Gwinal (XVIvet)
- Chapel Intron-Varia Kerdevot (XVvet ; bet sakret d'ar 26 Here 1556)
- Chapel Sant Gwenole (XVIvet; XVIIvet)
- Chapel Sant Andrev (XVIIvet)
- Chapel Santez Anna, pe Keranna, e Lestonan (1968)
- Chapel Intron-Varia, e maner an Oded (1922)
- Chapelioù bet diskaret ː Sant Gweltaz, e Lokeltaz, dija en he foull da vare an Dispac'h gall; Sant Yoakim, e-kichen maner Lezerge; Santez Apollina, dija en he foull e 1804
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[7],[8]. Dioueliet e voe d’an 11 a viz Du 1923[9].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud vrudet ar gomun :Aozañ
- 12XX-1276 : Yves Cabellic, eskob Kerne 1267 à 1276.
- 1599-1660 : Guy Autret, Istorour
- 1729-1806 : Jean-François de la Marche, eskop diwezhañ Bro Leon. 1748-1811 : Alain Dumoulin, person ha skrivagner latin ha brezhoneg.
- 1798-1870 : Nicolas Le Marié, krouer ar veilh baper Oded.
- 1818-1881 : Jean-René Bolloré, kentañ Bollore e penn ar veilh baper. 1834-1905 : Jean-Marie Déguignet, skrivagner galleg ha brezhoneg.
- 1925-2011 : Gwenaël Bolloré, soudard ar Frañs Dieub, mestr ar veilh baper ha skrivagner gall.
- 1946- : Hervé Jaouen, skrivagner gallek
- 1952- : Vincent Bolloré, mestr an uzinioù Bolloré
- 1953 : Bernez Rouz, kazetenner ha skrivagner.
Tud marvet enoAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Autret,
aotrounez Missirien |
En aour e femp pempenn kommek en glazur | |
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Kernev-Veur | Porth Bud | 1979 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Alain Dumoulin, Grammatica-latino celtica, Prague,1800 (lenn en linenn)
- Alain Dumoulin, Hent ar baradoz, Kemper 1805 (lenn en linenn
- Jean-Marie Déguignet, Mémoires d'un paysan bas-breton, éd. Arkae, 2022, (23ème édition). Gant ur bern troioù e brezhoneg.
- Jean-Marie Déguignet, Rimes et révoltes, éd Blanc Silex, Quimperlé, 2005 (Lod Barzhonegoù e brezhoneg)
- Bernez Rouz, Anvioù Lec'h an Erge Vras, Hor Yezh. ( Adembannet e galleg :Les noms de lieux d'Ergué-Gabéric, Arkae, An Erge-Vras, 2007)
- Bernez Rouz, Alain Dumoulin : un recteur breton dans la tourmente révolutionnaire, Arkae, An Erge-Vras, 2011. Diwar benn skrivagner ar Grammatica latino celtica.
- Bernez Rouz, Hengoun ar vosenn e Breizh-Izel, emb Hor Yezh, Studiadenn war ar c'hontadennoù hag ar gwerzioù diwar benn ar vosenn.
- Lanig Rouz, Koñchennoù (Divyezheg), emb. Arkae 2022. Danevelloù skrivet e brezhoneg kerne izel.
- Jean-Louis Rozeg, Trec'h ar garantez (Le triomphe de l'amour)(Divyezheg), emb Arkae, 2013, 124p. Romant o kontañ brezel ar skolioù en Erge Vras.
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille