Ergerzh-brezel 1488
Ergerzh-brezel 1488 a oa bet ur c'hampagn-brezel gant roue ar Frañs evit sujañ dre an nerzh dugelezh Breizh d'e aotrouniezh. Pazennoù bras an dro-vrezel a oa bet Seziz Kastell-Briant, Seziz Ankiniz, Seziz Felger hag Emgann Sant-Albin-an-Hiliber.
Heuliet e oa bet gant Ergezh-brezel 1489 hag Ergerzh-brezel 1491, e-lec'h ma oa echuet gant sujidigezh Breizh dre an nerzh.
Kenarroud
kemmañ- Gwelet ivez Brezel etre Breizh ha Bro-C'hall
Un ergerzh-brezel a oa bet e 1487. Seziz a oa bet lakaet war Ploermael ha goude-se war Naoned. Ur c'hwitadenn e oa bet rak Naoned he doa talet (eus an 19 a viz Even betek ar 6 a viz Eost 1487) betek ma vije rediet arme ar roue Charlez VIII da gilañ.
Fuloret-ruz e oa bet roue Bro-C'hall. Bloaz war-lerc'h en doa savet un arme galloudusoc'h c'hoazh ha mennet e oa da riñsañ dishualded Dugelezh Breizh.