Douaroniezh Douar ar C'hreiz

(Adkaset eus Eriador)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Douaroniezh Douar ar C'hreiz a vod geografiezh fizikel, politikel, ha buhezegel ar bed ijinet gant J. R. R. Tolkien, Douar ar C'hreiz, ur c'hevandir e planedenn Arda. Implijet e vez alies an anv-se avat evit komz eus ar bed fizikel ijinet, hag eus , holl an traoù krouet, hag holl e skridoù diwar-benn an danvez-se[1]. Krouet e voe Arda evel ur bed plaen, gant ur c'hevandir er c'hornôg, Aman, a zeuas da vezañ kêr ar Valar, as well as Middle-earth. E fin an Oadvezh kentañ, lodenn gornôg Douar ar C'hreiz, Beleriand, a voe beuzet e-doug Brezel ar gounnar. En Eil oadvezh, un enezenn vras, Númenor, a voe krouet e-kreiz ar mor bras, Belegaer, etre Aman ha Douar ar C'hreiz. Distrujet e voe er cataclysm e dibenn an Eil oadvezh, pa voe adc'hraet Arda evel e stumm ur sferenn, ha pa voe tennet Aman eus ar bed en doare ma ne vefe ket an Dud evit tizhout anezhi.

En Aotrou ar Gwalennoù ez eo deskrivet Douar ar C'hreiz e diwezh an Trede oadvezh. Annezet eo gant pobloù dieub, an Dud, an Hobbited, an Elfed, hag ar Gorred er c'hornôg, a enebe ouzh pobloù dindan galloud Saoron er reter. Lod o deus gwelet en dra-se ur c'heografiezh vuhezegel eus Douar ar C'hreiz.

Kosmologiezh

kemmañ
 
Diskar Númenor ha cheñchamant ar bed. Er C'hentañ oadvezh e oa an Elfed o vevañ e Beleriand. Er c'hentañ hag en Eil oadvezh, edo Valinor en tu all d'ar mor, Belegaer, a-dal da Zouar ar C'hreiz. E fin an Eil oadvezh e voe distrujet Númenor hag e voe tennet Valinor eus Arda[2]. Brastreset eo bevennoù ar c'hevandirioù.

Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn eus Beleriand er C'hentañ oadvezh

Beleriand, Lindon

kemmañ

Al lodenn eus Douar ar C'hreiz a oa ar pellañ er c'hornôg en Oadvezh kentañ e oa Beleriand. Ar vro-se hag Eriador a oa dispartiet eus ar pep brasañ eus su Douar ar C'hreiz gant ar pleg-mor bras. Distrujet e voe al lodenn vrasañ eus Beleriand e-pad gwallreuz Brezel ar gounnar. Chom a reas ur gompezenn eus an arvor, Lindon, just er c'hornôg da Ered Luin (anvet ivez Ered Lindon pe Menezioù glas). Rannet e voe Ered Luin ha Lindon gant Pleg-mor al loar nevez-savet ; en norzh e oa Forlindon, hag er su Harlindon.

Eriador

kemmañ

E gwalarn Douar ar C'hreiz, Eriador e oa ar vro etre an Ered Luin hag ar Menezioù Latarek. En Eil oadvezh e talc'he Rouantelezh Arnor, savet gant Elendil, ar pep brasañ eus ar vro. Pa voe diskaret e teuas ar pep brasañ eus Eriador da vezañ gouez. En trede oadvezh, e oa annezet ul lodenn vihan eus ar vro gant an Hobbited er Gontelezh. Er gwalarn edo lenn Evendim, anvet Nenuial gant an Elfed gwezhall. Chom a reas un nemorant eus koad kozh Eriador betek an Trede oadvezh, just er reter d'ar gontelezh, a oa anvet ar C'hoad kozh gant an Hobbited. Eno e veve Tom Bombadil[T 1]. Er biz edo Vree, al lec'h nemetañ ma oa Hobbited ha Tud o vevañ er memes lec'h. Pelloc'h er reter edo krec'hienn Weathertop, el lec'h m'edo kreñvlec'h Amon Sul, ha pelloc'h c'hoazh Rivendell, kêr Elrond. Er su da Rivendell e kaved bro gozh Hollin, a oa gwezhall bro elfek Eregion, ma voe goveliet ar Gwalennoù a c'halloud. E havroù louet (Mithlond), e Pleg-mor al loar, e save Cirdan al listri a implije an Elfed da guitaat Douar ar C'hreiz da Valinor[3].

Menezioù Latarek

kemmañ
 
Kartenn gwalarn Douar ar C'hreiz e diwezh an Trede oadvezh, a ziskouez Eriador (a-gleiz) ha Rhovanion (a-zehou). Er penn pellañ a-gleiz emañ Lindon, holl ar pezh a chom eus Beleriand.

Savet e voe ar Menezioù Latarek gant Melkor en Oadvezh kentañ da stoufañ an hent da Oromë, unan eus ar Valar, a dreuze alies Douar ar C'hreiz pa veze o chaseal[T 2]. Savet e voe rouantelezh Korred ar Moria er C'hentañ oadvezh dindan kreiz an aridennad menezioù. An div ode vrasañ da dreuziñ ar menezioù e oa an ode uhel pe ode Imladris en un tu, e-kichen Rivendell, gant un hent uhel hag unan izel[T 3][T 4], hag ode ar c'horn ruz, pelloc'h er su e-kichen ar Moria, a oa digor e-tro ar bloaz[T 5].

Rhovanion

kemmañ

Er reter d'ar Menezioù Latarek edo an Anduin, ar stêr vras, a rede etramek ar su, ha koad Mirkwood er reter. War glann ar c'hornôg, rag-enep da penn suañ Koad Mirkwood edo bro elfek Lothlorien. Pelloc'h c'hoazh er su, harp ouzh ar Menezioù Latarek, edo Fangorn, bro an Ented. En un draoñienn e beg Su ar Menezioù Latarek e kaved Isengard, kreñvlec'h Sarouman.

Broioù ar reter

kemmañ

Broioù ar su

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Garbowski, Christopher (2013). "Middle-earth". J.R.R. Tolkien Encyclopedia: Scholarship and Critical Assessment. Routledge. 422–427. ISBN 978-0-415-86511-1. 
  2. Tom Shippey, The Road to Middle-Earth, HarperCollins 2005, ISBN:978-0261102750, pp. 324–328
  3. The Return of the King, levrenn 6, pennad 9 "The Grey Havens", ha stagadenn B

Daveoù

kemmañ
Reiñ a ra ar roll-mañ lec'h pep arroudenn e skridoù Tolkien.
  1. The Fellowship of the Ring, book 1, ch. 6 "The Old Forest"
  2. The Silmarillion, pennad 3 "Of the Coming of the Elves and the Captivity of Melkor"
  3. Unfinished Tales, pp. 271, 281
  4. The Annotated Hobbit, p. 105
  5. The Fellowship of the Ring, levrenn 2 pennad 3