Erich Eliskases
Erich Gottlieb Eliskases a zo bet ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1913 en Innsbruck (Aostria) ha marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 1997 e Córdoba (Arc'hantina) .
Mestrc'hoarier echedoù aostrian, alaman, arc'hantinat ha braziliat.
Mestr Etrebroadel adalek 1950, Mestr Meur Etrebroadel adalek 1952.
P'edo 15 vloaz e voe trec'h e tournamant stad kevredet Tirol: abalamour d'an trec'h-se e c'hellas kemer perzh e kampionad broadel Aostria. Kentañ e voe, a gevred gant ar mestr aostrian Esra Glass (+5=3-1).
Labourat a reas evit ar gazetenn echedoù aostrian Wiener Schachzeitung ha dont a reas da vout he fenngazetennour e 1936.
C'hoari a reas en Olimpiadoù echedoù e anv Aostria e 1930 hag e 1935, Alamagn e 1939 hag Arc'hantina e 1952, 1958, 1960 ha 1964 .
Liammoù diavaezAozañ
- (en) Pennad gant Hans Ree
- (en) Tournamantoù
- (en) [http://www.gardenachess.com/archiv/eliskases2.html Pennad e New in Chess
- (en) 15 lec'hiadur a-bouez en e bartiennoù
- (de) Pennad ar Wiener Zeitung
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.