Erna Solberg (ganet d’ar 24 a viz C'hwevrer 1961 e Bergen) zo ur bolitikourez eus Norvegia, eus ar strollad mirour Høyre.

Erna Solberg e miz Eost 2013

E 1989 e voe anvet da gannadez, evit ar wech kentañ, er Storting, parlamant Norvegia. E 2004 e voe anvet e penn ar strollad Høyre. E dilennadeg kannaded an 9 a viz Gwengolo 2013 e voe gounezet sezioù gant he strollad (o tremen eus 30 da 48 sez) hag emglev a reas gant ur strollad all eus an tu dehou, ar Fremskrittspartiet, evit sevel ur gouarnamant. Evel-se ez eas Erna Solberg da gentañ ministr, e-lec’h ar sokial-demokrat Jens Stoltenberg. E penn ar gouarnamant e voe adalek ar 16 a viz Here 2013 betek ar 14 a viz Here 2021. E miz Gwengolo 2021, e dilennadeg kannaded ar Storting, ez eas ar maout gant an tu-enep, ha savet e voe ur gouarnamant nevez dindan renerezh Jonas Gahr Støre, eus Strollad al Labourerien.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.