Andreas Ernestus Josephus Claes, pe Ernest Claes, ganet e Zichem, d'ar 24 a viz Here 1885 ha marvet d'an 2 a viz Gwengolo 1968 en Elsene, a oa ur skrivagner flandrezat. Lod eus e skridoù en deus sinet gant an anv-pluenn G. van Hasselt.

Ernest Claes

E oberenn anavezetañ eo ar romant De Witte (1920), a gont istor ur paotrig, e istor dezhañ e gwirionez, hag a zo bet savet filmoù diwarnañ gant Jan Vanderheyden e 1934 ha gant Robbe De Hert e 1980. E-touez e levrioù all e c'haller menegiñ Herman Coene (1925-1930), Kiki (1925) ha Floere het Fluwijn (1950). E-barzh Namen 1914 en deus kontet penaos e oa tremenet ar Brezel-bed Kentañ evitañ, pa voe kaset d'ar c'hlañvdi ha d'ar prizon e-kichen Namur.

War an dachenn bolitikel e oa a-du gant emrenerezh Flandrez ha stourm a reas gant ar Vlaams Nationaal Verbond, ul luskad broadelour hag a genlabouras gant an Nazied e-pad an Eil Brezel-bed. Rebechet e voe kement-se dezhañ goude ar brezel ha tremen a reas tri miz e toull-bac'h Sint-Gillis (Brusel), a-raok bezañ didamallet.