Un eroge (エロゲ or エロゲー erogē, ger-malizenn evit ober anv eus ur c'hoari video erotek: (エロチックゲーム erochikku gēmu)) a vez graet eus ur c'hoari video erotek japanat.

Istor kemmañ

Eroge, ger-malizenn evit c'hoari erotek, a zo bet krouet e penn kentañ ar bloavezhioù 1980 pa oa an embregerezhioù japanek o krouiñ o c'hentañ urzhiataerezhioù ha merkoù o keveziñ gant Stadoù-Unanet Amerika. Ar c'hentañ c'hoari erotek war urzhiataer, Night Life, a oa bet embannet gant Koei e 1982.

Ur c'hoari avantur da lenn e oa gant skeudennoù reizhel. Er memes bloavezh, Koei a embannas ur c'hoari erotek all anvet Danchi Tsuma no Yuwaku (Seduction of the Condominium Wife). Ur choari roll avantur e oa gant livioù hag embannet war an urzhiataer NEC PC-8001. Gwerzhet mat e voe, ar pezh en devoa sikouret Koei da zont da vezañ un embregerezh veur.