Esened
An Esened (hebraeg : אִסִּיִים Isiyim, henc'hresianeg : Ἐσσηνοί, Ἐσσαῖοι, Ὀσσαῖοι, Essenoi, Essaioi, Ossaioi) a oa ur ranngredenn yuzev da vare yuzevegezh an Eil Templ, adalek an IIvet kantved a-raok hon mare betek 70 en hon mare.
Deiziad krouiñ | 2vet kantved kt JK |
---|---|
Stad | Henroma, Hasmonean dynasty |
Sez sokial | Qumran |
Deiziad divodañ | 1. century |
Daoust ma oant niverus a-walc'h hervez an istorour Flavius Josephus, ne oant ket ken niverus hag ar Fariseed pe ar Sadukeed. Bevañ a raent e meur a gêr e kumuniezhioù paour a-ratozh aozet diwar ur reolenn strizh (a c'hell lakaat an den da soñjal e kumuniezhoù ar venec'h kristen) ha kibelladennoù-lid pemdeziek. Meneget int bet evit ar wezh kentañ gant Plinius an Henañ. Brudet int bet en XXvet kantved pa oa bet kavet un dastumad bras a zielloù kozh, Rolloù ar Mor Marv, a greder e oant bet skrivet ganto, daoust ma'z eus tabut etre an enklaskerien, enno testennoù eus an Tanac'h didouch abaoe 300 a-raok hon mare.