Esperanteg

(Adkaset eus Esperanto)

An esperanteg a zo anezhañ ur yezh savet a-ratozh. Dont a ra war wel evit ar wech kentañ en ul levrig embannet gant Ludwik Lejzer Zamenhof (Loeiz Lazar Zamenhof) e 1887. Internacia lingvo (yezh etrebroadel) eo anv kentañ an esperanteg. Diwar anv-pluenn Zamenhof el levrig-se, Doktoro Esperanto (Doktor a esper) e teu an anv a vez implijet bremañ. Esperout a rae e teufe ar yezh-se da vezañ ur yezh etrebroadel evit sikour an dud d'en em gompren dre ar bed. N'en doa ket da bal e teufe an esperanteg da vezañ ar yezh nemeti er bed, met un eil yezh boutin d'an holl.

Esperanteg
(Esperanto)

Banniel an esperanteg
Etrebroadel
Perzhioù
Komzet e : er bed a-bezh
Rannved : Etrebroadel
Komzet gant : etre 40 000 ha 3 milion
(hervez ar c’hontoù)
Renkadur : 1 yezh kenaozet
Familh-yezh : Yezh savet a-ratozh
  • Esperanteg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : nep lec’h
Akademiezh : Akademio de Esperanto
Urzh ar gerioù : SVO ; SOV ;
OSV ; OVS ;
VSO ; VOS
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 eo
ISO 639-2 epo
ISO 639-3
Kod SIL EPO
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Logo ar jubile

Hiziv an deiz e vez implijet an esperanteg war meur a dachenn : beajiñ, kenskrivañ, eskemmoù sevenadurel, lennegezh ha kelennadurezh ar yezhoù peurgetket.

 
Loeiz Lazar Zamenhof

Dre ma 'z eus ur yezh savet eus an esperanteg ez eo berr hag anavezet mat e istor. Etre dibenn ar bloavezhioù 1870 ha penn kentañ ar bloavezhioù 1880 e voe savet an esperanteg gant Ludwik Lejzer (Loeiz Lazar) Zamenhof. Goude bezañ darevet e raktres e-pad un dek vloaz bennak, en ur dreiñ hag en ur sevel oberennoù pergen, e voe embannet yezhadur kentañ ar yezh etrebroadel e rusianeg gant an oberour yaouank e Gouere 1887, dindan stumm ul levrig moulet diwar e goust. Etre 1887 ha 1889 e voe embannet doareoù all e meur a yezh. E-pad an dekvedoù goude, ne reas ket 'met kreskiñ an niver a dud bet desket an esperanteg ganto, da gentañ en impalaeriezh rusian hag en Europa ar Reter dreist-holl, ha goude se en Europa ar C’hornôg hag en Amerika. Da geñver ar brezel etre Rusia ha Japan e 1904-05 e oa aet an esperanteg tre er Japan. E Sina e voe roet ar c’hentelioù kentañ e Shanghai e 1906 hag e Canton e 1908. E-pad an dekvedoù kentañ e chomas implijerien an esperanteg e darempred an eil re gant ar re all dre gelaouennoù ha dre lizher. E 1905 e voe dalc’het kentañ kendalc’h etrebroadel an esperanteg e Boulogne-sur-Mer (Frañs). Abaoe ez eus bet dalc’het kendalc’hioù etrebroadel bep bloaz nemet e-pad an daou vrezel-bed. Ouzhpenn ar c’hendalc’hioù bras-se e vez lusket bed an esperanteg gant dalc’hioù, stajoù, emvodoù, hag oberoù etrebroadel all a-stroll. Abaoe 1986, n’eus ket bet un devezh hep na vije bet an esperanteg yezh unan eus an emgavioù-se un tu bennak er bed (deiziadoù an emgavioù da zont).

N’eo an esperanteg yezh ofisiel bro ebet, met bez' ez eo yezh labour meur a gevredigezh diarc’hantus, kevredigezhioù esperantek dreist-holl. Aozadur Hollvedel an Esperanteg (UEA) eo kevredigezh vrasañ an esperanteg. Emañ e darempred ofisiel gant ar Broadoù Unanet hag UNESCO evit kuzuliañ.

Doareennoù yezhoniel

kemmañ

Dre m’eo an esperanteg ur yezh savet a-ratozh, n’eo ket kar da yezh all ebet. Koulskoude e c’hell bezañ tostaet ouzh ar yezhoù indezeuropek dre ar pep brasañ eus orin e c’heriaoueg. Ar rummad yezhoù-se eo bet an diazez en deus savet Zamenhof ar yezh diwarnañ.

Disheñvel a-walc’h eo framm an esperanteg diouzh hini ar yezhoù indezeuropek avat.

5 vogalenn ha 23 c’hensonenn, 2 hantervogalenn e o zouez, en deus an esperanteg. War an eil silabenn ziwezhañ e kouez an taol-mouezh atav, nemet er gerioù unsilabennek evel-just.

Digemm eo distagadur lizherennoù an esperanteg, setu e vez distaget an holl c’herioù evel ma vezont skrivet ha skrivet e vezont evel ma vezont distaget.

Heñvel eo lizherennoù an esperanteg ouzh re al Lizherenneg fonetik etrebroadel, nemet al lizherennoù c (brezhoneg : tso), ĉ (tcho), ĝ (djo), ĥ (c’ho kalet), ĵ (jo), ŝ (cho) ha ŭ (wo).

Lizherenneg

kemmañ

Gwelet ar pennad Lizherenneg an esperanteg
Al lizherenneg latin an hini eo a vez implijet gant an esperanteg, kresket gant c’hwec’h lizherenn dezho un tired : ĉ, ĝ, ĥ, ĵ, ŝ, ŭ. Ne vez ket graet gant al lizherennoù q, w, x ha y nemet en eztaoladoù matematikel hag en anvioù divoutin n’int ket bet esperantekaet.

Kudennoù a sav gant al lizherennoù dezho un tog pa vezont bizskrivet pe moulet. Setu e vez graet gant div reizhiad evit kodañ anezho :

  • lizherennoù gant un tog ĉ, ĝ, ĥ, ĵ, ŝ, ŭ (70 % eus ar pajennoù web e 2004) ;
  • ar reizhiad gant x : cx, gx, hx, jx, sx, ux. (15 % eus ar pajennoù web e 2004) ;
  • ar reizhiad gant h : ch, gh, hh, jh, sh, u. (15 % eus ar pajennoù web e 2004).

Ar reizhiad diwezhañ-mañ a voe implijet gant Roparz Hemon e niverennoù kentañ e gelaouenn esperantek Nord-Okcidento, adstaget da Walarn. Goude se e kavas an tu da ober gant al lizherennoù gwir.

Yezhadur

kemmañ

Gwelet ar pennad Yezhadur an esperanteg
Ur yezh daspegel eo an esperanteg, evel an turkeg, ar japaneg pe ar c'horeaneg. Savet e vez ar gerioù dre ouzhpennañ ur morfem d’ur bennrann a chom digemm da vat :

  • -o evit sevel anvioù-kadarn ;
  • -a evit sevel anvioù-gwan ;
  • -e evit sevel adverboù
  • -i (anv-verb), -as (amzer-vremañ), -is (amzer dremenet), -os (amzer da zont), -us (doare divizout), -u (doare gourc’hemenn) evit sevel verboù ;
  • -j evit sevel al liester (anvioù kadarn hag anvioù-gwan) ;
  • -n eo merk an akuzativ (evit ar renadenn eeun, evit merk ur cheñchamant lec’h, ...).

Lakaet e vez merk al liester (-j) hag hini an akuzativ (-n) war-lerc’h lostger an anv-kadarn pe an anv-gwan

Frank-tre eo urzh ar gerioù, evel e rusianeg pe e latin : lakaet e vez an anvioù gwan a-raok pe goude an anvioù a zoareont, ha lakaet e vez ar rener, ar verb hag ar renadenn (gant merk an akuzativ mard eo ur renadenn eeun) e forzh peseurt urzh. Ar ger-mell strizh "la" a rank atav bezañ e penn kentañ ar strollad anv avat. Dont a ra an araogennoù e penn kentañ o strollad anv. Heñvel dra gant ar ger nac’h ne hag ar stagelloù kenurzhiañ kaj (ha) ha ke (a) e vez lakaet e penn kentañ a frazenn a zegasont.

Evel e saozneg, n’o deus an anvioù-kadarn reizh ebet. Graet e vez gant ar lostger -in (diwar an alamaneg Freund - Freundin) evit sevel stumm benel an anvioù-kadarn : amiko ("mignon") - amik-in-o ("mignonez")

Geriaoueg

kemmañ

Gwelet ar pennad Geriaoueg an esperanteg
Eus meur a yezh e teu ar gwrizioù, zoken ma'z int an darn vrasañ anezho latin.

Skouerioù eus orin ar gerioù

kemmañ
  • eus ar yezhoù romanek (70% eus ar gwrizioù) :
    • eus al latin: abio (gwezenn-sapr) sed (met), tamen (koulskoude), okulo (lagad), hepato (avu), akvo (dour)
    • eus ar galleg: dimanĉo (disul), fermi (serriñ), ĉe (ouzh), frapi (skeiñ), ĉevalo (marc’h), butiko (stal)
    • eus an italianeg: ĉielo (oabl, neñv), fari (ober), voĉo (mouezh)
    • eus meur a hini: facila (aes), fero (houarn), tra (dre), verda (glas-gwer)
  • eus ar yezhoù germanek (20% eus ar gwrizioù) :
    • eus an alamaneg: baldaŭ (a-benn nebeud), bedaŭri (keuziañ), haŭto (kroc’hen), jaro (bloaz), nur (hepken)
    • eus ar saozneg: birdo (evn), mitingo (emvod foran), spite (daoust da), suno (heol), teamo (skipailh)
    • eus meur a hini: bildo (evn), fiŝo (pesk), fremda (estren), grundo (leur), halti (chom a-sav), hasti (hastañ), hundo (ki), ofta (alies), somero (hañv), ŝipo (bag), vintro (goañv)
  • eus ar yezhoù slavek :
    • eus ar poloneg: celo (pal), ĉu (daoust hag-eñ), krado (kael), luti (soudañ), mosto (
    • eus ar rusianeg: barakti (en em zifretañ), serpo (falz), vosto (lost)
    • eus meur a hini: klopodi (strivañ), krom (ouzhpenn), prava (reizh, gwir)
  • eus yezhoù indezeuropek all
    • eus an gresianeg: kaj (ha), biologio (bevoniezh), politiko (politikerezh)
    • eus al lituaneg: du (daou, div), ju (seul), tuj (diouzhtu)
  • eus yezhoù all
    • eus ar sámi: boaco, (karv-erc’h)

Pennreolenn an dibab gerioù

kemmañ

Komzerien

kemmañ

Emsav an esperanteg

kemmañ

Sevenadur

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Levrioù war an esperanteg

kemmañ

Levrioù esperantek war ar brezhoneg

kemmañ

Levrioù divyezhek

kemmañ
  • Esploro pri la Situacio de la Bretona Lingvo en 1928 - Enklask diwar-benn stad ar brezoneg e 1928, Roparz Hemon, 1930
  • Kuzuligou en avel, Youenn Brusk, Emgleo Breiz

Levrioù brezhonek troet en esperanteg

kemmañ

Troidigezhioù brezhonek diwar an esperanteg

kemmañ
  • Istor Gunnel, in Pa ne varver ket en aner, Pelle Molin, troet gant Pêr Denez, Hor Yezh
  • Kereour Gwidel (La ŝuisto de Gwidel), Erwan ar Menga, troet gantañ e-unan

Liammoù diavaez

kemmañ


Sellit ouzh ar ger Esperanteg er
wikeriadur, ar geriadur frank.