An establishment zo un anv, deuet eus ar saozneg (deuet eus ar ger gallek établissement), implijet dre zismegañs, da envel ur rumm tud uhel eus ur gevredigezh hag a vez o ren pe o vestroniañ ar gevredigezh, gant harp ar galloud. En Unvaniezh soviedel e veze lavaret nomenklatura eus ur rumm tud damheñvel.

E Bro-C'hall kemmañ

Er vro-se e vez gwelet alies ar bolitikerien, ar renerien embregerezhioù, ha tud ar media, evel ur renkad tud o ren a diegezhioù, a dad da vab, goude bet o pleustriñ skolioù cheuc'hañ Pariz.