Et in Arcadia ego

taolenn gant Nicolas Poussin
Et in Arcadia ego (kentañ doare)
Nicolas Poussin, 1628-1630
eoullivadur war lien
101 × 82 cm
Chatsworth House
Derbyshire
Bro-Saoz
Et in Arcadia ego (eil doare)
Nicolas Poussin, 1637-1638
eoullivadur war lien
85 × 121 cm
Louvre
Pariz
Bro-C'hall

Et in Arcadia ego zo ul lavar latin brudet gant meur a livadur, ha dreist-holl div daolenn diwar zorn al livour gall Nicolas Poussin (1594-1665), hag a zo anvet Les Bergers d'Arcadie e galleg.
En taolennoù-se e weler mesaerien eus an Henamzer, en-dro d'ur bez dister.

Div daolenn

kemmañ

Un daolenn zo e Bro-Saoz, e Chatsworth House, e Derbyshire. Eben, an hini vrudetañ, el Louvre, e Pariz, anvet Les Bergers d'Arcadie ivez, he deus levezon vras en istor an arz.


Ur memento mori a vez graet eus al lavar-mañ, ha troet e vez evel-henn: « Betek en Arkadia ez eus ac'hanon » pe « en Arkadia ivez emaon », evel pa vije ar Marv o komz.
Hervez André Félibien, a skrivas buhez Poussin, e talveze: « an hini zo er bez-mañ en deus bevet en Arkadia », da lavarout eo en devoa tañvaet plijadurioù ar vuhez war an douar. Hogen an displegadenn gentañ eo a vez degemeret gant an darn vrasañ.

Taolenn Guercino

kemmañ
 
Guercino, Et in Arcadia ego (1618)

Un daolenn Et in Arcadia ego, diwar zorn Guercino e 1618,zo war ziskouez er palez Barberini e Roma.

Levrlennadur

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.