Eugen de Blaas
Eugen(e) de Blaas, pe Eugen(e) von Blaas, pe c'hoazh Eugenio de Blaas (24 a viz Gouere 1843 en Albano Laziale – 10 a viz C'hwevrer 1931 e Venezia) a oa ul livour akademiek italian a orin aostrian.
E vuhez
kemmañMab al livour aostrian Karl von Blaas e oa, ha gant e dad eo e teskas livañ. Goude-se e teskas e meur a akademiezh : e Venezia, Vienna hag e Pariz. En em staliañ a reas e Venezia, ma livas monumantoù ha gweledvaoù ha drerist-holl poltredoù maouezed. Barrek e oa evit a selle ouzh livañ poltredoù, hag evel-se e voe brudet. E oberennoù a c'haller gwelout e mirdioù Leicester, Melbourne, Nottingham, Sheffield, Sydney, Vienna ha Trieste. E vreur, Julius von Blaas e anv, a oa ul livour loened brudet.
Oberennoù
kemmañOberennoù
kemmañ-
En dour
-
Poltred ur plac'h yaouank
-
Poltred ur vaouez
-
War an draezhenn
-
Musette
-
Flirt
-
Ouzh ar pondalez
-
Al labour