Eugene Bondurant Sledge, ganet d'ar 4 a viz Du 1923 e Mobile (Alabama) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Meurzh 2001 e Montevallo (Alabama), a oa ur soudard marine stadunanat, kelenner skol-veur, ha skrivagner. Brudet eo bet p'en eus embannet e levr eñvorennoù With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa e 1981. Ul levr eo hag a gont e eñvorennoù soudard e-kerzh an Eil Brezel-bed. Implijet eo bet al levr-se evel diazez gant Ken Burns evit sevel an teulfilm The War (2007), hag ar ministirad gant HBO anvet The Pacific (2010). Evit ar ministirad eo c'hoariet gant an aktour Joseph Mazzello.

Eugene Sledge
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
LealdedStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanEugene Kemmañ
Anv-familhSledge Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Du 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMobile Kemmañ
Deiziad ar marv3 Meu 2001 Kemmañ
Lec'h ar marvMontevallo Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev ar stomog Kemmañ
Lec'h douaridigezhAlabama Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
MicherBevoniour, soudard, kelenner skol-veur, kelenner skol-veur, skrivagner Kemmañ
ImplijerUniversity of Montevallo Kemmañ
Bet war ar studi eAuburn University, University of Florida, Marion Military Institute, Murphy High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1941 Kemmañ
Grad milourelKorporal Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, emgann Peleliu, emgann Okinawa Kemmañ
Skour luUnited States Marine Corps Kemmañ

Oberenn

kemmañ
  • With the Old Breed: At Peleliu and Okinawa, memorioù brezel diwar-benn e emgannoù war an div enezenn da vare brezel ar Meurvor Habask. Eno e oa perzh eus ur skipailh a rae war-dro ur c'hanol-mortez 60 mm. Embannet eo bet al levr e 1981 er Stadoù-Unanet. Un droidigezh e galleg (Frères d'armes) a zo deuet e-maez e 2019.
  • China Marine: An Infantryman's Life after World War II, embannet e 2002 goude e varv. Ennañ e kont e amzer e Beijing goude fin an Eil Brezel-bed, e zistro da Mobile hag e stourm evit gwellaat e stad-spered goude an emgannoù taer anduret gantañ.